S hir

An s hir (ſ) eo stumm kozh al lizherenn vihan s .

Gwechall e oa daou s:

  • an s ront (s), implijet e diwezh ur ger,
  • hag an s hir (ſ) implijet e lec'h all, dres evel ma ra al lizherenneg c'hresianek.

N'he deus al lizherenn-mañ pennlizherenn ebet.

Roudoù anezhi a vez kavet c'hoazh el lizherenn alamanek eszett (ß), savet diwar un s hir skrivet stag ouzh ur z.

Implijet e veze gwechall gant holl yezhoù Europa a rae gant al lizherenneg latin, chomet en dizuz en holl anezhe bremañ avat.

Implijet e vez ivez gant ar Lizherenneg Fonetikel Etrebroadel evit ober diouzh treuzskrivadennoù fonologel pe fonetikel, skrivet ʃ (distaget ch hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg).


Developed by StudentB